Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Franšais  
 D'ar sadorn 19 a viz Gwengolo - S. Winnog Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolio¨ :

Raktreso¨ ar skolio¨ nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg













 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Ar greizenn stumma˝ Kelenn

Penaos dont da veza˝ kelenner er skolio¨ Diwan?  

An tuta

  • Un diplom live BAC + 3 ho peus bet
    (aotreegezh pe diplom kevatal war ne vern peseurt danvez)
  • Brezhoneg a gomzit hag a skrivit
    mat a-walc'h evit heulia˝ ur stummadur e brezhoneg ha beza˝ gouest da gelenn e brezhoneg e fin ur bloavezh stumma˝
  • Goulennit un teuliad digant
         DIWAN, BP 147, 29411 Landerne Cedex
    en ur gas ul lizher hag oho CV.
    Evit kaout titouro¨ ouzhpenn, pellgomzit : 02.98.21.34.95
  • Pedet e voc'h da dremen dirak Bodad Tuta Diwan :
    - Priziet e vo ho live brezhoneg dre skrid ha dre gomz,
    - Ur pennad kaoz hag ur briziadenn ho po gant ur psikologour,
    - Ur pennad kaoz ho po gant izili ar Bodad Tuta
  • Degemeret e voc'h evel stajiad er greizenn stumma˝ Kelenn e Kemper

Ne voc'h ket gopret gant Diwan ar bloavezh stummadur kenta˝, met klasket e vo diskoulmo¨ all, evel an AFR pe kevrado¨ "emvarrekaat" ("qualification") evit sikour ac'hanoc'h en ho puhez pemdeziek.

Ar stummadur

Aozet eo ar stummadur e div lodenn :

  • ar stummadur war ar vicher, ar stummadur kenta˝,
    evit beza˝ titlet evel skolaer er skolio¨ Diwan
  • ar stummadur evit tremen Kenstrivadeg Kelennerien ar Skolio¨,
    evit kelenn er skolio¨ Diwan gant ur c'hontrad gant an Deskadurezh Stad.

1. Ar stummadur kenta˝

Aozet eo war daou vloaz :

1.1. Ur bloavezh stummadur e Kemper

Teir lodenn a zo er bloavezh kenta˝ stummadur :

  1. 10 sizhunvezh stummadur war ar brezhoneg,
    gant ar pal paka˝ ul live brezhonzg uhel a-walc'h evit kelenn ha beva˝ e brezhoneg e kement degouezh eus buhez ar skol.
  2. 12 sizhunvezh stummadur teorikel,
    gant kentelio¨ e brezhoneg pe e galleg, hervez ar stummerien.
    Diazezet eo ar stummadur war :
    - ar gouiziegezh e pep danvez skol,
    - an didaktelezh,
    - an divyezhegezh dre soubidigezh hag he ferzhio¨ er c'helenn.
  3. 15 sizhunvezh staj er c'hlaso¨ Diawn,
    evit lakaat e pleustr ar pezh a vez desket er stummadur teorikel, hag evit anavezout buhez ar skol. Tro ho po da veza˝ degemeret e klaso¨ eus an holl liveo¨ ha, goude ur prantad en em varrekaat, da gemer ar c'hlaso¨ e karg da vareo¨ 'zo.
    Skoazellet e voc'h gant he˝cherien, skolaerien Diwan an holl anezho. Rei˝ a raint alio¨ deoc'h, ha sikour a raint ac'hanoc'h da vuzulia˝ ho ezhommo¨ hag ho araokadenno¨.

Ar prizia˝ :
Priziet e vez ar stajidi a-hed ar bloaz, ha gant un arnodenn e fin ar bloavezh.
- Ingal e-kerzh ar bloaz e vez pennado¨-kaoz gant ar stummerien.
- Pep staj en ur c'hlas a vez priziet gant ur weladenn hag ur renta-kont.
- E miz Mae e vez ensellet ar stajiad en ur c'hlas ma vo bet teir sizhun o kelenn enna˝.
- E miz Even e vez un arnodenn deorikel da dremen.
Ma tremen mat ar briziadenn e vez degemeret ar stajiad en eil bloavezh.

1.2. Un eil bloavezh e karg eus ur c'hlas

En eil bloavezh e vo kinniget deoc'h ur post e karg. Derc'hel a ray ho he˝cher da rei˝ alio¨ deoc'h. Gouest e voc'h ivez da gaout skoazell ur c'huzulier pegagogel Diwan.

Un nebeud devezhio¨ stummadur teorikel a vo kinniget deoc'h e kreizenn Kelenn hag un teuliad ho po da sevel diwar-benn ur gudenn o tenna˝ d'ar c'helenn.

Ar prizia˝ :
- dre ho teuliad, a ginnigoc'h dirak ar stummerien,
- dre un enselladenn en ho klas.
Ma tremen mat ar briziadenn e voc'h titlet evel skolaer er skolio¨ Diwan.

2. Kenstrivadeg Kelennerien ar Skolio¨

Ur wech titlet e voc'h gouest da dremen ar genstrivadeg evit beza˝ kelenner ar skolio¨ gant ur c'hontrad gant an Deskadurezh Stad.
Skoazellet e voc'h en ho llabour prienti˝ gant 7 sizhunvezh stummadur e kreizenn Kelenn.
Par eo ar genstrivadeg ouzh ini an Deskadurezh Stad met miret e vez un niver a bosto¨ evit pep rummad skolio¨. Gant an genstrivadeg e pakoc'h ur c'hontrad gant an Deskadurezh Stad evit beza˝ kelenner er skolio¨ Diwan.



WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.